• • • Accueil / Degemer   • • •   Ar bedagogiezh / La pédagogie   • • •   Ar soubidigezh e brezhoneg / L’immersion en breton

Ar soubidigezh e brezhoneg
L’immersion en breton

Treuzkas d’ar grennarded ar c’hoant da gomz brezhoneg

Yezh vuhez ha yezh kelenn ar skolaj eo ar brezhoneg. E galleg vez roet ar c’hentelioù galleg eta ha re ar yezhoù estren er yezh studiet. Ar pal evit ar skolajidi e fin an trede klas eo e vefent en o aes gant ar brezhoneg hag e c’hellfent kenderc’hel gant o studioù e brezhoneg pe e galleg. An hunva, ar beilhadegoù, ar c’hleuboù a ro tro dezho da gomz brezhoneg e degouezhioù buhez pemdez ha n’eo ket e degouezhioù skol hepken. »

Gant ar pal-mañ ‘vez aozet ar prantadoù Tiegezhioù, dudioù pe arzoù e brezhoneg, a liveoù mesket, ‘vez kinniget war-lerc’h pep mare vakañsoù.

« Evit ar grennarded, n’eo ket aes kompren ar ger soubidigezh, a lavar Erwan ar Berr, rener skolaj Diwan Kemper. Estreget yezh ar c’hentelioù eo ar brezhoneg met ivez ur gwir yezh vev en ur gwir skolaj, setu ar pezh a rankomp displegañ dezho. Plijout a ra din diskouez dezho ar film Brezhoneg leizh o fenn evit lakaat anezho da gompren an dra-mañ. » Pouezus eo seurt displegadurioù seul vui ma kendalc’h skolidi eus an hentenn divyezhegezh publik e Diwan ha dizoleiñ a reont ar soubidigezh. « Ret eo kas c’hoant d’ar grennarded ha lakaat anezho e-barzh ar jeu, a zispleg Erwan ar Berr. Bep bloaz e tisplegan dezho eo an doare gwellañ da zeskiñ ar yezh ha ma reont strivoù da gomz brezhoneg etrezo e pakint ul live gwelloc’h c’hoazh e fin ar skolaj. » Lavarout a ra ivez eo pouezus d’ar familhoù broudañ ar re yaouank da implij ar brezhoneg en o buhez.

Transmettre aux adolescents l’envie de parler breton

Le breton est la langue de vie et d’enseignement du collège. Les cours de français se déroulent en français et ceux de langues vivantes étrangères dans la langue étudiée. Le but pour les collégiens en fin de troisième est qu’ils soient à l’aise en breton et qu’ils puissent continuer leurs études en breton ou en français. L’internat, les clubs, les veillées sont toutes sortes d’occasions pour que le breton fasse partie de la vie quotidienne et pas seulement de la vie scolaire.

C’est dans cet esprit qu’on été créé les tiegezhioù : des activités ludiques ou artistiques interclasses en breton après chaque période de vacances.

« Pour les adolescents, le mot immersion n’est pas toujours évident, indique Erwan ar Berr, directeur du collège Diwan de Quimper. Il faut leur expliquer que ça va au-delà de suivre les cours en breton et que le breton est une langue vivante. J’aime bien leur passer le film Brezhoneg leizh o fenn pour leur faire comprendre cela. » Ces explications sont essentielles d’autant que beaucoup d’élèves du bilingue public poursuivent leur cursus à Diwan et découvrent l’immersion. « Il faut donner envie aux adolescents, les mettre dans le coup, poursuit-il. Chaque année, je leur explique que c’est la meilleure façon d’apprendre la langue et que s’ils font l’effort de parler en breton entre eux, ils auront un meilleur niveau à la fin du collège. » Il souligne aussi le rôle important des familles pour encourager les jeunes à faire usage du breton dans leur vie.

Retour en haut